Sovied Luimneach
Neuz
Sovied Luimneach
| Deiziad krouiñ | 15 Ebrel 1919 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Sóibhéid Luimnigh |
| Kêr-benn | Luimneach |
| Located in the present-day administrative territorial entity | Iwerzhon |
| Renad politikel | soviet, republik soviedel |
| Moneiz | Shilling |
| Yezh implijet | iwerzhoneg, saozneg |
| Deiziad divodañ | 27 Ebrel 1919 |

Disklêriet e oa bet Sovied Luimneach (iwerzhoneg: Sóivéid Luimnigh; saozneg: Limerick Soviet) d'ar 15 a viz Ebrel 1919 gant Uniadoù ar Micherioù ha Kuzul al Labour Luimneach, evit dikouez e save a-enep an "Takad Milourel Ispisial" en em lede war an darn vrasañ eus kêr Luimneach hag ivez war ul lodenn eus ar gontelezh. Hervez al lezenn-se e ranke an neb a felle dezhi/añ mont e-barzh kêr kaout un aotre ispisial digant Polis Roueel Iwerzhon (Royal Irish Constabulary).
Gant ar c'huzul harz-labour savet evit respont d'ar politikerezh-se e oa bet embannet bilhedoù-arc'hant, kelaouennoù ha mestroniet e veze priz ar boued.
D'ar 27 a viz Ebrel 1919 e oa bet disklêriet gant ar c'huzul harz-labour e oa echu ar harz-labour.