Soudardezed an Israel Defense Forces
Soudardezed an Israel Defense Forces zo maouezed o servijout e nerzhioù lu an Israel Defense Forces (hebreek: Tsva ha-Hagana le-Yisra'el). Israel a zo e-touez an nebeud broioù ma'z eus ur c'hoñje ret kement evit ar baotred hag ar merc'hed.
Hervez an IDF, 535 soudardez a zo marvet o stourm etre 1962-2016 (ne vez ket kemeret e kont a-benn neuze ar maouezed aet da anaon e servij Israel a-raok 1962). Ar maouezed o devoa kemeret perzh e difenn Israel a-raok ma vije eus ar vro ent-ofisiel ha kendalc'het goude 1948. E-tro 20% eus nerzhioù difenn Israeli a oa maouezed e 1948. Er bloavezh 2011 e oa 33% maouezed eus an hollad soudarded ha 51% anezho o vezañ ofiserezed. Adkavet e vez anezho e rolloù disheñvel en nerzhioù douar, mor ha nij.
E 200 e oa bet embannet ul lezenn war ar servij soudard hag ar gevatalded etre merc'hed ha paotred. Embannet e oa bet gant al lezenn "Ar gwir evit ar maouezed da servij en holl bostoù a zo en IDF gant ar memes gwirioù evit ar baotred." Hiziv-an deiz, etre 88% ha 92% eus an holl gargoù en IDF a zo digor d'ar maouezed, hag e 69% eus an holl bostoù e kaver merc'hed.
Betek 2001, ar maouezed degemeret en IDF a oa kaset er c'horfad maouezed, brudet dre ar berradur CHEN. Goude pemp sizhun gourdonañ diazez e c'hallent servijout evel implijiadezed burev, blenierezed, labourerezed war an armoù, infirmiourezed, labourerezed er radio, diwallerezed an nijoù, sekretourezed an ofiserien uhel, ha stummerezed.
Implij er propaganda
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Implijet e vez skeudenn ar soudardezed en IDF evit brudañ stourmoù Israel ha reiñ ur sell gwelloc'h eus nerzhioù lu Israel. E-leizh a fotoioù anezho a vez kavet e keleier ha lec'hiennoù ofisiel Israel. Gouarnamant ha nerzhioù lu Israel a zo chalet bras pa vez lazhet lod eus ar soudardezed pe pa vezont prizoniet gant enebourien ar vro.
Droukskouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kudennoù a zo savet dre emzalc'h lod eus soudardezed Tsahal:
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1956 : soudardezed er Sinai
- Danvez ofiserezed
- Soudardezed an IDF
- Gourdoniñ war an tennañ
- Danvez soudardezed o c'hourdoniñ
- Soudardezed o tiwall an harzoù
- Soudardez gourdonerez gant ur vindrailherez ponner
- Gourdonadeg e 2006. Ar soudardez a zo oc'h adkargañ ur vindrailherez ponner M2 Browning.
- Gourdonadeg korf
- Ofiserezed e-pad ur c'hourdonadenn
- Gourdonadenn d'ar stourm kêrel
- Gourdonerezed an tankoù
- Un ezel eus an unvez kemmesk Caracal Battalion armet gant ur CTAR-21 dafaret gant ur Meprolight 21 reflex sight.