Mont d’an endalc’had

Sophie von Dönhoff

Eus Wikipedia
Sophie von Dönhoff

Sophie Friederike Juliane von Dönhoff ( 1768 - 1838) a oa un dimezell a enor alaman ha pried morganatek dre zivwregiezh d'ar roue Friedrich Wilhelm II Prusia.


Merc'h e oa da Friedrich Christian von Voss ha da Amalia Ottilia av Vieregg. En 1789 e teuas da vout dimezell a enor gant rouanez Prusia, Frederika Louisa von Hessen-Darmstadt.

Dimezet e voe Sophie ha Friedrich e Palez Charlottenburg d'an 11 a viz Ebrel 1790. Kanerez ha sonerez piano ampart e oa, ouzhpenn bezañ koant. Klask a reas Sophie levezoniñ Friedrich a-enep Wilhelmine von Lichtenau ha Bischoff Werder, met respont a reas dezhi chom hep kemer emellout er politikerezh.

Dispartiañ a rejont e 1792. En 1805 e prenas Sophie un atant, Oberbarnim, hag ober war e dro a reas betek fin he buhez.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]