Mont d’an endalc’had

Sony Center

Eus Wikipedia
Sony Center

Sony-Center a zo unan eus ar c'harterioù nevez-savet e Berlin. E Potsdamer Platz emañ. Savet eo bet etre 1996 ha 2000, diwar ur steuñv gant ar savour alaman hag amerikan Helmut Jahn. Ur savadur treuzwelus, savet gant dir ha gwer eo. Eizh lodenn a zo ennañ. En holl en deus koustet 750 milion euroioù.

An eizh savadur a zo strollet tro-dro d'ur forom hirgelc'hiek (Sony Plaza) ma kaver tavarnioù, pretioù, stalioù ha salioù sinema. Ha goloet int gant un doenn wer nemetken, hag en em vesk mat gant ar peurrest eus toennoù ar c'harter : hini Kulturforum ha hini al Levraoueg Vroadel (Staatsbibliothek). Ur savadur stouet an hini eo, savet gant neud houarn ha barrennoù dir, hag a seblant flodañ a-us d'ar savadur. Ar framm gwer ha dir a zo 3500m2 e c'horread ha 100 tonenn lien. El lodenn a sko war Potsdamer Platz e kaver ur skraber-oabl gwer heñvel ouzh un hanter-gelc'h, 103 metrad uhelder 26 estaj dezhañ. Savadur uhelañ Potsdamer Platz eo. Er Sony Center e kaver ul lodenn annezus a 132 500 m2 (gorread al leur : 26 500 m2).

Wifi digoust a c'haller tapout er Sony Center.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.