Sonny and Cher

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sonny and Cher e 1973.

Sonny an Cher a oa un daouad stadunanat krouet e 1963 gant ar ganourez Cher hag he gwaz Sonny Bono dindan anv Caesar and Cleo da gentañ-penn.

Dindan anv Sonny and Cher e rejont berzh bras kerkent ha miz Gouere 1965 gant o c'hanaouenn I Got You Babe. Heuliet e voe gant kanaouennoù ken brudet all : Baby Don't Go (miz Gwengolo 1965), Little Man (1966) ha, dreist-holl, The Beat Goes On (1967).

Mont a reas Cher gant he hent hec'h-unan-penn da vat goude bezañ torret he nask diouzh Sonny e miz Mezheven 1975.

Aet e oa Sonny Bono da Anaon d'ar 5 a viz Genver 1998 e South Lake Tahoe (Kalifornia, Stadoù Unanet Amerika) war-lerc'h ur gwallzarvoud ski.