Skynet (Terminator)
Anv e yezh-vamm an den | SkyNet |
---|---|
Krouet gant | James Cameron |
Dezerc’her | Helena Bonham Carter, Matt Smith |
Present in work | Terminator |
First appearance | The Terminator |
A denn da ved ar faltazi | bed Terminator |
Manufacturer | Cyberdyne Systems |
Enemy | John Connor, Marcus Wright, Kyle Reese, Sarah Connor |
Media franchise | Terminator |
Skynet zo ur speredegezh kalvezel niverennel diazez e bed ar Frañchiz Terminator. Bez eo enebour daonet an denelezh o klask lazhadegañ Mab-Den. Ne vez ket gwelet alies Skynet er frañchiz, Skynet a zo ur program niverennel deuet da vezañ emren hag a zo en em ledet e milionoù a urzhiataerezhioù dre ar bed; dre-se ez eo deuet da vzañ galloudus kalz muioc'h evit na oa e posublderioù diazez. Krouerien Skynet o deus klasket talañ outañ en aner. Evit dreistbevañ, Skynet en deus kroget da lazhadegañ an denelezh. Implijet e vez gant Skynet an holl objedoù niverennel a zeu da vezañ ul lodenn esu ar rouedad. Goude bezañ bannet misiloù nukleel e-pad an Judgment Day, Skynet a implijo hag a grouo robotoù lies evit lazhañ peurrest an denelezh: dronoù, mekanikoù brezel, android ha cyborg (dreist-holl doare Terminator), ha kement program urzhiataer posubl.
Skynet a soñj e vez ret dezhañ difenn ar bed evel ma z'eo bet urzhiet dezhañ met evit dont a-benn e vez ret lazhañ an holl dud.
Skynet a zo bet gwelet evit ar wech kentañ ouzh ur skramm er film Terminator Salvation embannet e 2009. Dremm an aktourezh saoz Helena Bonham Carter eo a voe implijet. Ur wech e voe tu gwelet Skynet en un doare gwirion, er film Terminator Genesys embannet e 2015, c'hoariet e oa gant an aktour saoz Matt Smith ha gant stumm un Terminator T-5000.
A-raok an Judgment Day
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skynet zo ur speredegezh kalvezel niverennel savet gant an United States Armed Forces evit gwellaat difennerezh ar vro. Savet eo bet gant miles Bennett Dyson hag e skipailh skiantourien. Skynet a oa bet savet evel ur sistem spiañ ha kelaouiñ liammet gant nerzhioù difenn Stadoù-Unanet Amerika. E-penn an holl teknologiezhoù difenn betek ar c'hirri-nij Northrop Grumman B-2 hag ar misiloù nukleel stadunanat. Pal krouidigezh Skynet a oa da reiñ lamm d'ur c'hwitadennoù denel posubl.