Terminator Salvation

Eus Wikipedia
Terminator Salvation
Terminatorsalvation-logo.svg
Filmdata
Titl orin : Terminator Salvation
Bro produiñ : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : 21 a viz Mae 2009
Yezh orin : Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 115 munutenn
Skigner : Columbia Pictures

Warner Bros.

Boujedenn : 200 milion US$
Korvoder gros : 371,4 milion US$
Pare
Filmaozer : John H. Lee
Produer : Derek Anderson
Moritz Borman
Victor Kubicek
Jeffrey Silver
Skrivagner : John Brancato
Michael Ferris
Sonerezh : Danny Elfman
Frammer : Shane Hurlbut
Aktourien

Christian Bale
Sam Worthington
Anton Yelchin
Moon Bloodgood
Bryce Dallas Howard
Common
Michael Ironside
Helena Bonham Carter

Liammoù diavaez

Terminator Salvation zo ur film skiant-faltazi niñvek stadunanat embannet e 2009. Produet eo bet gant McG ha skrivet ar senario gant John Brancato ha Michael Ferris. Evel aktourien e vez Christian Bale evit John Connor ha Sam Worthington evit Marcus Wright. Kavet e vez ivez Anton Yelchin evit Kyle Reese, Moon Bloodgood, Bryce Dallas Howard evit Kate Connor, Common, Michael Ironside hag Helena Bonham Carter. ar pevare film eo eus ar frañchiz Terminator.

Ar film-se a glask bezañ disheñvel diouzh an daou re gentañ lec'h ma oa staliet an istor e 1984 ha 2004 oc'h implij ar beajiñ en amzer evel diaz d'an istorioù. Salvation a zo kentoc'h ur film goude apokalips o tremen e 2018, ur wech bet an Judgment Day. Pevarzek bloavezh a zo tremenet abaoe Terminator 3: Rise of the Machines. Diazezet eo an obererezhioù war ar brezel etre Skynet hag e robotoù hag dreistbeverien an denelezh. Ar rezistañs a-enep ar robotoù a zo peurest an nerzhioù milourel bedel. E-keñver lodennoù ar filmoù all a taolenne an darvoudoù goude an apokalips nukleel ez eo dafaret gwelloc'h an denelezh gant kirri-nij, viñzaskellioù pe listri-spluj.

Bale a c'hoari John Connor, ur stourmer eus ar rezistañs gant arwarzh. An dudenn pennañ eo er film. Yelchin a c'hoari Kyle Reese pa vez yaouank, an dudenn a oa bet taolennet evit ar wech kentañ er film The Terminator. E Terminator Salvation e vez gwelet diorroadur ar robotoù ha penaos e voe krouet an Terminator T-800 (doarel 101).