Skoazell:Kevreañ

Eus Wikipedia

Donemat e Wikipedia, an holloueziadur digor.

Krouiñ ur gont
n'eo ket hepken kaout binvioù gwelloc'h evit an embann :
aesaat a ra pep tra, eus an degas danvez betek kenlabourat
gant implijerien all.

Digoust eo e lenn, ha digoust eo e sevel !
Kit 'ta dreist al lenn hepken, ha deuit da gemer perzh e kumuniezh bedel ar genlabourerien !


N'eo ket ret digeriñ ur gont evit en ober, met dre gevreañ e c'hellot :

  • Bezañ anavezet gant Wikipedia raktal goude bezañ kevreet, ha krouiñ ho pajenn-c'hwi.
  • Degemer kemennadennoù digant Wikipedierien all (ha respont dezho) en ho pajenn gaozeal.
  • Ober taolioù-esae kent embann ho tegasadennoù war Wikipedia.
  • Kenlabourat gant Wikipedierien all dre gemmañ pajennoù ha sevel pajennoù nevez evit pinvidikaat an holloueziadur.
  • Evezhiañ ar pajennoù oc'h dedennet ganto.
  • Delc'her ur sell war ho tegasadennoù kent.
  • Adenvel pennadoù hag enkargañ skeudennoù (pe sonioù pe videoioù) en holloueziadur.
  • Kemmañ pajennoù a zo hanter-warezet.
  • Pinvidikaat Wikipedia e yezhoù all.
  • Kemer perzh e raktresoù Wikimedia all (ar re a welit e traoñ pajenn Degemer Wikipedia).
  • Kemer perzh hep na zeufe ho chomlec'h IP war-wel, war-bouez dirak daoulagad merourien Wikipedia, a zo aotreet d'e welet ha n'en embannint biken.
  • Ober gant binvioù araokaet evit embann en holloueziadur.
  • Mouezhiañ evit dilenn implijerien e Bodad-kompezañ Wikipedia hag e Kuzul-merañ Wikimedia.
  • Bezañ gouest da gaout aotreoù

Evit gouzout hiroc'h, kendalc'hit da lenn pe : krogit e-barzh dre grouiñ ur gont — degasit ho kouiziegezh da Wikipedia en doare ma fell deoc'h ober.

Penaos ober ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dibabit un derc'hanvenn dereat, ha klikit war "Krouiñ ur gont nevez" e korn krec'h dehou ar bajenn.
  • Kargit an teul enskrivañ : an anv hoc'h eus dibabet evel implijer (lakaomp: Pseudo), ar ger-tremen hoc'h eus dibabet evit digeriñ dor Wikipedia (da ebarzhiñ div wezh evit abegoù surentez), ho chomlec'h postel mar fell deoc'h.
  • Goude-se e rankot tremen ar c'hontroll surentez (captcha), da lavaret eo adskrivañ ar pezh a welit er prenestrig, kement-se evit mirout ouzh programmoù emgefreek a zegas reuz en holloueziadur.
  • Klikit war Krouiñ ho kont hag echu eo, kevreet oc'h !

Kemmañ a ra ar bajenn, ha setu amañ ar pezh a welit er c'horn krec'h dehoù anezhi, hag a vo displeget deoc'h pelloc'h :

Kevreet.svg
Kevreet.svg
– Arouez un implijer(ez) kevreet eo an den.
– An derc'hanvenn bet dibabet ganeoc'h eo "Pseudo"
– An niver a gemennadennoù hoc'h eus resevet eo a zo er garrezenn c'hris (0 evit ar mare...).
– Al liamm war-du ho pajenn gaozeal eo "Ma c'haozeadennoù".
– Al liamm war-du ho penndibaboù evel implijer eo "Penndibaboù" : ur bern traoù a c'hallit kemmañ diwar doare-diazez d'ober gant Wikipedia.
– Al liamm war-du ar pajennoù hoc'h eus dibabet evezhiañ eo "Ma roll evezhiañ".
– Al liamm war-lerc'h a gas da roll ho tegasadennoù d'an holloueziadur (kement kemm zo e Wikipedia a vez enrollet bepred).
– En tu dehoù emañ al liamm evit digevreañ. Distreiñ a reot d'ar bajenn m'edoc'h, gant an dibab Krouiñ ur gont nevez pe Kevreañ.

Ar wezh a zeu e vo trawalc'h deoc'h klikañ war "Kevreañ" e korn krec'h dehou ar bajenn Degemer evit bezañ anavezet gant ar gumuniezh ha kendelc'her da binvidikaat an holloueziadur.
Heñvel eo al lec'hioù da glikañ e kement pajenn eus Wikipedia, e forzh pe yezh e vez. Buan e teuer boas.