Sivi Tagada

Eus Wikipedia
Sivi Tagada.

Ar sivi Tagada eo anv ar merk kenwerzhel evit envel madigoù ijinet e 1969 gant an embregerezh Haribo. Boul gimaov ruz int, goloet gant sukr livet ha gant ur blaz heñvel ouzh hini ar sivi.

Setu aozennoù ar sivi Tagada : sukr, siros glukoz, gelatin, trenkenn gitrek, frond, kurkumin (evit al liv), karmin ha karotenoù mesket. E 2010 ez eus lakaet livuzennoù naturel (ur mesk kukurminoù, karminoù ha karotenoù) e plas al livuzennoù E104, E124 ha E1298 anavezet evit diorren ar gouroberiantiz er vugale.

Gwerzhet e vez e stadoù zo evel Frañs, met ne vez ket kavet er Stadoù-Unanet da skouer. E Frañs int trede produ Haribo ar muiañ gwerzhet, 15 milion a euroioù e oa ar c'hengreadur e 2008[1].

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]