Mont d’an endalc’had

Reizhiad pentatonek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sistem pentatonek)

Pa gomzer eus ur reizhiad pentatonek (eus ar gregach "penta", pemp), e tachenn ar sonerezh, e komzer eus ur skeulenn enni pemp derez tonioù disheñvel.

Ar ger a vez implijet evit komz eus ur skeulenn bentatonek dreist-holl, an hini a zo lâret anhemotonek (= hep hanter-ton) gant an etnomuzikourien.

Skeul touchennoù du ar piano a zo pentatonek. Pe c'hoazh (skouer ar pennad-mañ) :

re - mi - sol - la - si - re - mi - sol

Ar reizhiad pentatonek en etnomuzikouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gwirionez e vez implijet ar skeul-se gant ur bern muzikoù er bed. Met, herwez Constantin Brăiloiu, pezh zo arouezius eus ar muzikoù-se n'eo ket ar skeulenn hepken (un heuliad notennoù) met an doare da implijout anezhi : ur reizhiad pentatonek.


Ar pennad sol-la-si eus ar skeulenn a zo pouezus-kenañ :

  • dispartiet eo deus ar peurrest, deus an daou du, gant brasañ hed ar skeulenn (mi-sol = si-re = 1 ton hanter).
  • n'eus nemet an heuliad hedoù-se en em gav ur wezh hepken (pa re-mi-sol zo la-si-re, mi-sol-la zo si-re-mi, etc.) Evit ar selaouer emañ neuze merk pennañ ar mod.

Hennezh zo ar piknon (ger o tonet eus ar gregach). Mat e vefe neuze niverenniñ an derezioù, o komañs gant ar piknon :

sol - la - si - re - mi - sol - la - si - ...
1 - 2 - 3 - 4 - 5 - I - II - III - ...

ha lâret emañ ur velodienn e-barzh ar mod 1 (pe 2, 3...) pa vez 1 (pe 2, 3...) he notenn boutañ (izelañ)...


Ar « pienoù »

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh an daou hed etre ar piknon hag ar peurrest (mi-sol ha si-re) e vez lakaet a-wezhioù notennoù a eil renk, distabil : ar pienoù (ger a zeu eus ar sinaeg)

RE - MI- fa -SOL - LA - SI - do

Ar pienoù-se a zo notennoù a eil renk rak :

  1. kavet e vezont a-wezhioù e-barzh ur stumm eus ur velodienn, pa ne vezont ket ken e-barzh ur stumm all ;
  2. Kemm-digemm eo o uhelded (a-wezhioù fa, a-wezhioù fa# evit an hini kentañ, do pe do# evit eben ...) ;
  3. kouezhañ e reont war amzerioù gwan aliesoc'h evit war amzerioù kreñv.

Setu ez int kentoc'h notennoù da dremen, pe notennoù estrañjour.

Ar c’hemm, neuze, etre ar reizhiad diatonek

do-re-mi-fa-sol-la-si-do

hag ar reizhiad pentatonek

do-RE-MI-fa-SOL-LA-SI-do

a zo ne’z a ket do, na fa, d’ober ul lodenn eus framm dieub ar velodienn bentatonek.

Reolenn an ingalded arc'hwelel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dra all a vefe arouezius eus ur reizhiad pentatonek, hervez Kustantin Brăiloiu diantav : Reolenn an ingalded arc'hwelel  : ne gaver ket enni na notenn donek na notenn diasez.

Setu e vo melodiennoù dezhe ouzhpenn 5 notenn ha pentatonek memestra... Ha melodiennoù all o do 5 notenn hepken, hep bout pentatonek, dre ma ne zoujont ket reolenn an ingalded arc'hwelel.

Dibaoe Kustantin Brăiloiu ez eus bet kavet e reolennoù e-barzh a-beb-seurt sevenadurioù all er bed. Ne haller ket lâret, memes-tra, ez eus ur « sevenadur pentatonek » nag un « doare-spered pentatonek ». Ur reizhiad teorikel e chom, netra ken.