Sindeton
Neuz
War dachenn ar yezhoniezh hag ar yezhadur dreist-holl e implijer an termen sindeton pe kenurzhierezh sindetek (e saozneg: syndeton pe syndetic coordination, diwar ar henc'hresianeg σύν; 'a-grevret; ken-' mui δεῖν (< δέω); 'liammañ; stagañ') evit komz eus savadennoù kevrennek ma vez liammet daou gedrann pe muioc'h (frazennoù, rannfrazennoù...) an eil re ouzh ar re all gant ur stagell kenurzhiañ, da skouer:
- "{Debriñ a reas [(kig) hag (avalaoù-douar)]}"
- "([Debriñ a reas kig] hag [evañ a reas dour])"
Peuliesañ p'en em gav meur a kenlavarennoù (elfenn kenurzhiet) renk-ouzh-renk e vezont disrannet an eil diouzh eben gant virgulennoù estreget an hini iwezhañ, stag ouzh ar re all gant ur stagell, da skouer:
- "Debrin a rin kig, bara ha frouezh"