Simon Sikilia
Neuz
Simon Sikilia, anavezet en italianeg evel Simone d'Altavilla ha Simone di Sicilia (Palermo, 1093 – Mileto, 28 Gwengolo 1105) a oa mab henañ Ruggero Iañ Sikilia, kont meur ("Gran Conte") Sikilia hag e bried Adelaide del Vasto, ha hi a voe rejantez e-pad ren berr he mab.
Anvet e voe Simon da gont Sikilia goude marv e dad e 1101, pa ne oa nemet 8 vloaz. Pevar bloaz goude, e 1105, e varvas e Mileto, ma voe beziet en abati an Drinded. E vreur Ruggero II a renas goude echu rejañs o mamm, e 1112, ha dont a eure da vezañ roue Sikilia.