Servan
Neuz
Servan zo un anv-badez brezhonek, diwar an anv latin Servanus. Anv ur sant hag a c'hallfe bezañ Serf eo, sant brezhon eus an Hanternoz Kozh. Roet en dije e anv da Sant-Servan.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma n'eo ket stank an an anv Servan, eo bet diouzh ar c'hiz an anv Servane, e Breizh da vihanañ, er bloavezhioù 1980.
- Servane Escoffier (g. e 1981 e Sant-Maloù), merdeerez
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket petore darempred zo, ma'z eus unan, etre anv ar sant brezhon hag an anv-tiegezh gallek, brudet gant daou zen:
- Joseph Michel Antoine Servan (1737-1807), a oa ur filozofour
- Joseph Servan (1741-1808), a oa ur jeneral
Ouzhpenn ez eus ur familh kazetennerien c'hall brudet anvet Servan-Schreiber.