Mont d’an endalc’had

Sened gall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sened (Frañs))
Ti ar Sened gall, anvet Palez al Luxembourg

Ar Sened a zo unan eus div gambr-lezenniñ Bro-C'hall, gant ar Vodadenn Vroadel. Emañ ar galloud lezenniñ en e zalc'h war un dro gant ar Vodadenn Vroadel. Hervez mellad 24 bonreizh ar Pempvet Republik ez eo dileuriad ar strollegezhioù lec'hel hag ar C'hallaoued a ra o annez en estrenvro.

Kemmet eo bet meur a wezh an doare da zilenn ar senedourien, met, abaoe 2003, e vez dilennet ar senedourien dre vouezhiadeg hollek dieeun. Da lâret eo n'eo ket dilennet ar senedourien war-eeun gant ar bobl. Dilennet e vezont gant 150 000 dilenner meur. Aozet e vez an dilennadegoù bep tri bloaz. Betek 2011 e veze choazet un drederenn eus ar sezoù met bremañ e vez cheñchet an hanter anezhe bewezh[1].

Dilennidi ar sened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver hag orin an dilennidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet ivez kambr uhel, ar sened a yae 331 senedour dilennet d'ober anezhañ. Kemmet eo bet ungaladur sezoù ar senedourien e pep departamant evit klotañ gwelloc'h gant emdroadur poblañs ar C'hwec'hkorneg. Tremenet eo niver ar senedourien da 343 e 2008 ha da 348 e 2011.

Dasparzh sezoù ar sened.
Orin Sezoù
2004 2008 2011
Departamantoù ar vetropolenn hag eus an tiriadoù tramor[2] 313 322 326
Kaledonia-Nevez 1 1 2
Polinezia 1 2 2
Mayotte 2 2 2
Sant-Bartalami[3]   1 1
Sant-Martin[3]   1 1
Sant-Pêr-ha-Mikelon 1 1 1
Wallis-ha-Futuna 1 1 1
Gallaoued o vevañ en estrenvro[4] 12 12 12
Hollad 331 343 348

Piv ’zo er bodadegoù dilenn?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennet e vez ar senedourien gant an dilennerien veur, bodet e pep departamant en ur vodadeg dilenn a gaver enni :

Dilennidi an dilennidi eo ar senedourien eta, rak dilennet e vezont dre vouezhiadeg hollek dieeun, da lâret eo gant an dilennerien veur, bet dilennet o-unan dre vouezhiadeg eeun. Er vodadeg dilenn ez eus war-dro 150 000 a dud, en o zouez :

  • 577 kannad
  • 1 870 kuzulier rannvro ;
  • 4 000 kuzulier departamant ;
  • 142 000 dileuriad eus ar c'huzulioù-kêr.

Doare da zilenn ar senedourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur perc'henn bras eo ar Sened gall, hag ur chadenn skinwel (gallek evel-just) zo dezhañ.

Meur a enklask-polis zo bet diwar-benn aferioù arc'hant ha prezidant ar Sened Christian Poncelet.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An doare da zilenn ar senedourien c'hall, Sened gall, 21 a viz C'hwevrer 2008
  2. Ur senedour zo d'an nebeutañ e pep departamant
  3. 3,0 ha3,1 strollegezh tramor en deus ur senedour adalek 2008
  4. Dilennet gant Bodadeg ar C'hallaoued en estrenvro