Senana

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Senana (pe Senena) ferch Caradog ap Thomas (war-dro 1210 - 1260) a oa merc'h d'ar priñs Caradog ap Thomas , ha dre e berzh e oa gourverc'h d'ar roue Owain Gwynedd.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a eure da Gruffudd ap Llywelyn, mab da Llywelyn Fawr, priñs Gwynedd, ha meur a vugel he doe:

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket kalz a dra diwar he fenn, met hervez dihelloù ar mare ne oa ket bihan ar perzh kemeret ganti en aferioù Gwynedd, ha dreist-holl en darempredoù gant Bro-Saoz . E miz Eost 1241 ez eas eus Gwynedd da gaout ar roue saoz Herri III da Amwythig da c'houlenn dieubiñ Gruffudd, he fried, eus karc'har e vreur Dafydd ap Llywelyn, priñs Gwynedd.

Goude-se, pa voe kaset Gruffudd da Vro-Saoz, ha bac'het e Tour Londrez ez eas di d'e welout.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • J. Beverley Smith, Llywelyn ap Gruffudd, Tywysog Cymru (Caerdydd, 1986)