Selim II
Selim II (e turkeg otomanek سليم ثانى Selīm-i sānī) ganet d'an 28 a viz Mae 1524, a voe unnekvet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Suleyman Iañ ha da Hurrem Sultan.
Ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ren a reas eus 1566 betek 1574.
Daoust dezhañ bezañ stourmet ouzh e vreudeur evit tapout ar galloud, ne oa ket gwall dedennet gant ar gouarn. Leuskel a reas ar sadrazam (ar vizir bras) Mehmed pacha Sokollu da ren.
E penn kentañ e ren, e 1567, e tarzhas un emsavadeg a-enep an Otomaned e Yemen ha kreisteiz Arabia. Sinan Pacha, kaset di da voustrañ an emsaverien, a zisklêrias e oa peoc'h en-dro er rannved-se e miz Meurzh 1571.
D'ar 17 a viz C'hwevrer 1568 e voe sinet ur feur-emglev etre an Otomaned hag Aostria a lakae fin d'ar brezel etre an div riez.
Dindan e ren eo e c'hoarvezas emgann Lepanto (7 a viz Here 1571) ma voe distrujet al lestraz otoman gant ar Spagnoliz.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas d'ar 15 a viz Kerzu 1574. Douaret eo bet en Ayasofia en Istanbul.
E vab, Murat III, a renas war e lerc'h.
En e raok: Süleyman I |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1566 – 1574 |
War e lerc'h: Murat III |
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Osman Gazi'den Vahdettin'e Osmanlı kronolojik tarihi, Neden Kitap, 2009
- L'écho de la bataille de Lépante à Constantinople gant Robert Mantran, e Annales. Économies, Sociétés, Civilisations niverenn 2, 1973