Seiont

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Aber ar stêr Seiont

Ar stêr Seiont, pe Afon Seiont zo ur stêr eus Gwynedd e gwalarn Kembre. Berrik eo, 20 km dezhi.

Eieniñ a ra e Llyn Padarn e-kichenik kêriadenn Cwm-y-glo, met Afon Rhythallt eo hec'h anv da gentañ betek Pont Rhythallt, e-tal Llanrug. Adalek ar poent-se e vez lavaret Afon Seiont anezhi. Tremen a ra dre Pont-rug ha Caeathro a-raok erruout e Caernarfon, dirak Kastell Caernarfon.

Soñjal a reer e teu an anv Segontium, anv ar c'hreñvlec'h roman e Caernarfon, eus anv ar stêr a zo o redek hebiou ar c'hreñvlec'h-se.

Pesketa a reer eoged ha dluzhed er Seiont.