Sean Kinney

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sean Kinney, Tabouliner Alice in Chains, e 2006

Sean Kinney, Sean Howard Kinney e anv ofisiel, ganetd'ar 27 a viz mae, 1966, a zo ur soner anavezet dreist-holl evit bezañ bet soner taboulinoù er strollad grunge Alice in Chains. Abred e voe troet gant ar sonerezh buhan blam' d'e dad-kozh a oa o seniñ 'barzh ur strollad añvet The Cross Cats. Kinney zo bet o seniñ er strollad-mañ pa oa naontek vloaz gantañ.

Sean a c'hoarias taboulinoù `gant Alice in Chains evit ar bladennoù Facelift, Dirt, and Alice in Chains, ken hag en EP-où Sap ha Jar of Flies.

Kan a reas ivez en ur vegafon war kanaouenn kuzhet an EP Sap añvet "Love Song".

Seniñ a reas taboulinoù evit pladenn solo gitarour Alice in Chains Jerry Cantrell, Boggy Depot.

E 2005 e kemeras perzh Kinney e adstummadur Alice in Chains gant izili ar strollad (nemet ar c'haner Layne Staley, marvet dre ur speedball e 2003) evit un abadenn skoazell evit gouzañverien an Tsunami.