Seán Bán Mac Meanman

Eus Wikipedia

Seán Bán Mac Meanman ganet e 1896, aet d'an anaon ar 7 a viz du 1962 a oa mestr-skol ha skrivagnour iwerzhonek. Skrivet en deus levrioù evit ar vugale skol dreist-holl. Istorioù mod-kozh a gonte, e-barzh parlant kreiz Tír Chonaill (Ko. Dún na nGall). E skridoù a zeskriva mat jeu ha kustumoù bro an iwerzhoneg e-barzh an XIXvet kantved, en ur yezh pinvîk. Evit ar lennerien hiriv e c'hell diskouez bout un tammig drol, a-gaoz d'ar sevenadur kristen mod-kozh, dishañval doc'h an traoù zo bremañ, mes an danvez skrivagnerion a vez stummet-kaer get e skridoù a-gaoz da vraventez ar yezh a implij, ha peogwir e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ ar yezh-se er vro ivez.

E-barzh ar blezadoù 1990, e oa bet embannet istorioù Seán Bán e tri dastumad: An Chéad Mhám (An dornad kentañ), An Dara Mám (An eil dornad), hag An Tríú Mám (An drivet dornad). Mod arall zo bet embannet un dastumad traoù arall get an titl Cnuasach Céad Conlach (Dastumad kant soulenn). Hervez an dailh e vo embannet un dastumad arall c'hoazh, rak Seán Bán en deus skrivet ur levr arall a-ziàr-benn istor Iwerzhon ha n'eo ket bet embannet james. An dornskrid-se zo é c'hortoz an den en embanno.


Oberennoù embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • MAC MEANMAN, Seán Bán: An Chéad Mhám. Coiscéim, Baile Átha Cliath 1990 (Danevelloù berr) Lár Thír Chonaill
- An Dara Mám. Coiscéim, Baile Átha Cliath 1991 (Danevelloù berr) Lár Thír Chonaill
- An Tríú Mám. Coiscéim, Baile Átha Cliath 1992 (arnodskridoù) Lár Thír Chonaill
- Cnuasach Céad Conlach. Coiscéim, Baile Átha Cliath 1989 (gwerinoniezh) Lár Thír Chonaill


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]