Scat

Eus Wikipedia

Ar scat zo un doare da ganañ jazz, o leuskel silabennoù hep ster, hep ober gant gerioù eus ar yezh.

Gant Louis Armstrong eo bet brudet ar scat

Hervez emvuhezskrid Mezz Mezzrow, Really the Blues, eo Louis Armstrong an hini kentañ en deus kanet scat en un enrolladenn.

Ella Fitzgerald eo ar gwellañ scaterez en istor ar jazz .[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Friedwald, Will (1990), Jazz Singing: America's Great Voices from Bessie Smith to Bebop and Beyond, New York: Charles Scribner's Sons