Savenn liesarc'hwel bureveg
Ur savenn liesarc'hwel vureveg a zo un ardivink niverel o kenstagañ ennañ meur a arc'hwel bureveg. A-wechoù e vez graet savenn kehentiñ anezhañ peogwir e testroll ennañ war-dro an holl arc'hwelioù rekis da gehentiñ dre deulioù e-barzh ur frammad bennak. E saozneg e vez graet gant MFP (MultiFonction Plate-form). Peurliesañ e vez kennasket an ardivink-se ouzh ur rouedad stlennegel da ginnig e arc'hwelioù da arverañ evit an holl staelioù labour.
An arc'hwelioù kenstaget e-barzh ur savenn liesarc'hwel a zo, da heul :
- Luc'heilañ
- Moullañ
- Pelleilañ
- Dezrannañ
An arc'hwel luc'heilañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurheñvel eo an arc'hwel-se ouzh hini ul luc'heilerez niverel. Nemet e vez tu bremañ kas an teulioù luc'heilet d'ur voest memor (hep moullañ anezhe diouzhtu neuze) hag a zo evit gwir ur kleurenn grouet war ar gantenn galet varc'het a-orin e-barzh an ardivink. Se a ro an tu da kadaviñ teulioù e c'hellimp moullañ pa vo ezhomm (paper talbennet, sturfollennoù da skouer) rag-eeun a-ziwar kantenn ar SLV.
An arc'hwel moullañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurheñvel eo an arc'hwel moullañ ouzh hini ur voullerez.
An arc'hwel pelleilañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwell brizius e vez an arc'hwel-se e-barzh ar burevioù peogwir e vez roet gantañ muioc'h a c'halluster evit hini ur pelleiler klassel. Gant an darn vrasañ eus ar savennoù liesarc'hwel ez 'eus tu treuzkas ur pelleilenn rag-eeun adalek urzhiataerioù kennasket oute. Ar stur an 'ni eo a ro an tu d'hen ober dre ur prenestr kenstaget d'e getal arveriad.
Ouzhpenn, pa vez peurliesañ ur gantenn galet e-barzh an ardivinkoù-se, e vez moaien d'ober d'ar pelleilennoù resevet bezañ kadavet war ar gantenn e-lec'h bezañ moullet (d'ur voest foran pe d'unan gwarezet gant ur ger tremen). Gant un arload arbennik diazezet war ur stael labour e vez tu merañ ar pelleilennoù resevet goude bezañ kennasket ganti ouzh ar voest resev. Tu 'vez neuze o moullañ pe o lemel kuit pe c'hoazh o c'has en-dro d'un den dre ur postel da skouer.
An arc'hwel dezrannañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ar c'hwilerver evit an arc'hwel dezrannañ. Talvoudus eo da stlennekaat an teulioù paper da geweriañ anezhe war-lerc'h mod pe vod. Lies arveriadur a zo hervez ar pezh en deus c'hoant ober an arveriad ha lies mod da geweriañ an teulioù dezrannet : degas un elfenn d'un teul e-barzh ur meziant keweriañ testenn (ul luc'hskeudenn pe un dalbenn da skouer), ouzhpennañ teulioù e-barzh un diell war un dafariad pe e-barzh ur gleurenn war kantenn kalet ur stael labour ...
Da zont a-benn da stlennekaat un teul gant ar c'hwilerver e vez arveret da skouer ar mod TWAIN (diazezet e vez evit gallout hen ober ur stur TWAIN war ar stael labour hag e vez er mod-se roet lañs d'an dezrannañ adalek ar stael). Gant ar mod TWAIN e vez tu diuzañ ul lodenn nemetken eus an teul da zezrannañ ha da gas d'ar stael oc'h ober a-raok ur ragdezrannañ.
Ar modoù all a servij dreist-holl da zegas teulioù a-bezh d'ur stael labour pe d'un dafariad. Gwazadurioù rouedad spesadel e vez implijet da dreuzkas an teul stlennekaet eus ar savenn liesarc'hwel d'ar stael stlenneg (evel ar gwazadurioù FTP pe SMB). Kefluniadurioù e ranker ober war ar savenn liesarc'hwel ha war ar stael paker evit lakaat ar modoù-se da dalvezout.