Saturn Awards
Neuz
Saturn Award
| Deiziad krouiñ | 1972, 18 Mae 1973 |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | Saturn Award |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Lec'h | Hollywood |
| Deroet gant | Academy of Science Fiction |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.saturnawards.org/ |
| Dezverket dre | Saturn Awards Ceremony |
Ar Saturn Awards eo anv enorioù stadunanat kinniget ha roet bep bloaz gant an Akademiezh Filmoù Skiant-faltazi, Moliac'h ha Spont. An enorioù a oa bet krouet evit enoriñ filmoù skiant-faltazi, moliac'h ha spont. Hiziv-an-deiz eo ledanoc'h an tachennoù dre ma 'z eus degemeret filmoù faltazi kement ha stiradoù skinwel ha betek mediaioù evit ar skinwel. Ar Saturn Awards a oa bet krouet e 1973 ha graet e veze anezho Golden Scrolls da gentañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Saturn Awards a oa bet krouet gant Donald A. Reed e 1973, hag a soñje dezhañ ne oa ket enoret a-walc'h ar skiant-faltazi gant industriezh filmoù Hollywood. Da gentañ, an enor a oa ur barchenn aour. E fin ar bloavezhioù 1970, an enor a oa bet kemmet gant taolennadur ar blanedenn Sadorn.