Sarubobo

Eus Wikipedia
Sarubobo liesliv

Sarubobo (japaneg : さるぼぼ) a zo un amuzetez japanat. Liammet eo dreist-holl gant kêr Takayama e prefeti Gifu.
Ur boupinell eo, ruz gant stumm un den met hep tresoù war e pe he dremm. A bep seurt ment e c'hall bezañ. En un doare hengounel e vez prientet ar sarubobo gant ar mammoù-kozh evit o bugale-vihan evel c'hoarielloù hag evit ar merc'hed evel doug-chañs evit eurediñ.
Sarubobo a dalvez "babig marmouz", bobo o vezañ un doare lec'hel da lavarout "babig" e Takayama.
Hirie an deiz e vez gwerzhet sarubobo d'an douristed, evel arouez eus Takayama.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける