Saray
Neuz
Ar Saray (pe سرای sarāy e perseg) zo ur rann eus ur palez pe ur c'henkiz en un tiegezh turk a renk uhel.
Implijet e vez ar ger dreist-holl pa reer anv eus palez ur sultan otoman.
Adalek an XVIIIvet kantved e tihunas faltazi e pennoù Europeiz 'zo diwar-benn sevenadur an Impalaeriezh otoman, evel gant Wolfgang Amadeus Mozart en e oberenn Skrapadenn er Saray.