Saozon (Sant-Brieg)
Neuz
Saozon, anvet Cesson e galleg, e oa ur barrez kozh eus eskopti Sant-Brieg, bet staget ouzh Sant-Brieg da vare an Dispac'h gall.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Yves Le Moing : Sesson, 1263[1]
- Erwan Vallerie : Sesson, 1144; Sessonio, 1371; Cesson, 1516; Soissons, 1630[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un tour hag ur c'hreñvlec'h a oa bet savet eno er bloavezh 1395 war urzh an dug Yann IV.
- Dre skrid-embann ar roue Charlez IX, roet e 1565 eo bet staget aotrouniezhoù kontelezh Bro-Oueloù ha Saozon.
- Er bloaz 1592, sezizet eo bet kreñvlec'h Saozon gant dug Mercoeur; ne blegas ar c'hreñvlec'h nemet goude 450 tenn kanol.
- Er bloaz 1598, lamet eo bet ar plas-se digant dug Mercoeur gant ar marichal de Brissac.
- D'ar 17 a viz Ebrel 1598, urzh zo bet roet da Prechant-Ruffelet, senesal Sant-Brieg, gant ar roue Herri IV, da ziskar ar c'hreñvlec'h.
- Saozon zo bet staget ouzh Sant-Brieg er bloaz 1792.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ardamezeg ar familhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]de Bédée
Aotrounez la Ville-Ginglin |
En argant e zri arbenn-karv en gul | |