Mont d’an endalc’had

San Tropez

Eus Wikipedia

San Tropez (Sant Tropetz) a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer saoz Roger Waters e-unan-penn[1].

Pedervet kanaouenn an albom Meddle gant Pink Floyd an hini eo, o tont war-lerc'h Fearless hag a-raok Seamus.
Jazzy he zon ez eo anavezet en abeg d'ar solo gitar kaset da benn gant David Gilmour a son e venveg o riklañ ur bottleneck[2] ouzh ar c'herdin anezhañ ; ur solo piano gant Richard Wright a respont dezhañ en dibenn.

Ne oa ket dianav Sant Tropetz tamm ebet da izili 'zo eus Pink Floyd dre m'o devoa kanet Syd Barrett (1946-2006) ha David Gilmour e leurenn tavarnioù ar porzh bihan, e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 a-raok na vije savet ar strollad brudet. E San-Tropetz an hini eo ivez e voe dalc'het d'an 8 a viz Eost 1970 gant Pink Ployd ur sonadeg hag a reas berzh bras : skignet e voe e-barzh Pop 2, un abadenn skinwel c'hall kinniget gant Patrice Blanc-Francard (1942-).

Ar gerioù...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An doare ma vez distaget ar gerioù diwezhañ eus ar ganaouenn
Making a date for
Later by phone
And if you're alone I'll come home.

gant Roger Waters a reas d'un istorig fentus genel en Italia. E-pad pell amzer e kredas da dud 'zo — betek an arzourez Rita Pavone (1945-) hec'h-unan — e veze kanet Making a date for Rita Pavone...

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Diouzh boaz e veze kensavet an holl ganaouennoù gant ar strollad Pink Floyd a-bezh.
  2. Un duelenn wer pe vetal peurliesañ hag a wisk unan eus bizied dorn kleiz (dehou) ur gitarour dehouiat (kleiziat). E riklañ a ra ar soner ouzh kerdin e venveg da gaout ur son metalek.