Mont d’an endalc’had

Sambenito

Eus Wikipedia
Den kondaonet gant an Inkizision ha gwisket gant ur sambenito hag ur c'h-coroza en un auto de fe (Goya)
Auto-da-fé, E. L. Velázquez, 1853

Ur sambenito zo ur sae a veze gwisket gant katoliked da ziskouez o morc'hed goude pec'hiñ. Implijet e voe goude gant an Inkizision e Spagn evit mezhekaat ar re a bec'he hervez ar relijion. Da gentañ e oa ur sac'h gloan, benniget gant ur beleg, ha se zo kaoz e veze anvet saco bendito (« sac'h benniget » en spagnoleg) troet buan en sambenito dre ma'z eo peuzheñvel an distagadur San Benito (Saint Benead en spagnoleg).

Ar sambenito implijet gant an Inkizision a oa ur sort poncho, anezhañ ur pezh danvez hirgarrezek gant un toull ennañ evit tremen ar penn hag a veze diskennet betek dindan dargreiz an den kondaonet hag a leuske an divskoaz zizolo. Evit mont pelloc'h er vezhekadenn e veze lakaet d'an den un tok uhel begek anvet coroza.