Samba Em Prelúdio

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Samba Em Prelúdio a zo ur ganaouenn bortugalek savet gant an daou arzour brazilian Baden Powell (1937-2000) ha Vinicius de Moraes (1913-1980).

Lod eo eus an albom Canto on Guitar gant Baden Powell hag engravet e voe ar ganaouenn d'an 2-3 a viz Kerzu 1970 e studioioù Musik Produktion Schwarzwald (MPS) e Villingen-Schwenningen (Alamagn). Kemer a reas perzh Alfredo Bessa, Ernesto Ribeiro Gonçalves ha Hélio Schiavo, an tri soner a oa izili ar Baden Powell Quartet a oa o paouez ober un droiad en Alamagn.
Embannet e voe ar bladenn e 1971[1], en Europa da gentañ-penn.

Dibabet e voe ar bossa nova-mañ gant ar filmaozour gall Christian Vincent (1955-) evit klozañ e eil film hir — Beau fixe — deuet e-maez e miz Du 1992.

Selaou Samba Em Prelúdio ha lenn ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]