Salvatore Cascio
Neuz
Salvatore Cascio, bet ganet e Palazzo Adriano (Sikilia) d'an 8 a viz Du 1979, zo bet un aktour italian sinema ha skinwel.
Ent yaouank e kemeras perzh er Maurizio Costanzo Show, an talk show kinniget gant Maurizio Costanzo er chadenn skinwel italianek Canale 5.
Dibabet e voe gant ar sevener sinema italian Giuseppe Tornatore (1956-) a glaske ur bugel evit derc'hel perzh Totò en e eil hirfilm Nuovo Cinema Paradiso. Berzh bras a reas ar film kement hag an aktourien anezhañ[1], ma voe paket daou briz — British Academy of Film and Television Arts (BAFTA), Young Artist Award — gant Salvatore Cascio. Ne oa nemet nav bloaz d'an ampoent.
Embannet en devoa e emvuhezskrid — La gloria e la prova — e miz C'hwevrer 2022.
E filmoù[2] evit ar sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1988 : Nuovo Cinema Paradiso, sevenet gant Giuseppe Tornatore,
- 1990 : C'era un castello con 40 cani, sevenet gant Duccio Tessari,
- 1990 : Stanno tutti bene, sevenet gant Giuseppe Tornatore,
- 1990 : Diceria dell'untore, sevenet gant Beppe Cino,
- 1991 : The Pope Must Die, sevenet gant Peter Richardson,
- 1992 : Jackpot, sevenet gant Mario Orfini.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Philippe Noiret (1930-2006) ha Jacques Perrin (1941-2022) en o zouez.
- ↑ (en) Lec'hienn Internet Movie Database (IMDb).