Sally Lockhart

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Sally Lockhart a zo un dudenn faltazi, hag harozez un heuliad pevar romant bet skrivet gant Philip Pullman. Ar pevar romant :

  • 1. The Ruby in the Smoke,(1985)
  • 2. The Shadow in the North, (1986)
  • 3. The Tiger in the Well, (1991)
  • 4. The Tin Princess, (1994)

Sally Lockhart a zo ur plac'h yaouank hag a zo o chom e Londrez, e dibenn an XIXvet kantved. Kuzulierez war an armerzh eo he micher. Kas a ra enklaskoù liesseurt da benn hec'h-unan pe a-drugarez d'ur strollad mignoned. Meur a vloaz a dremen etre ar pevar romant : dougerez eo e dibenn an eil hini, ha ganet eo he bugel e penn-kentañ an trede hini. An daou romant kentañ a zo bet lakaet da film (The Sally Lockhart Mysteries eo an titl e saozneg) gant BBC, ha skignet e miz Even 2008 er c'hwec'hkorn gant Arte. Billie Piper eo an aktourez a c'hoari perzh Sally er filmoù-se.