Salalah

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Salalah

Salalah (صلالة en arabeg, Ṣalālah) zo ur gêr vras en Oman. Kêr-benn proviñs Dhofar eo. E 2009 e oa 197 169 a dud o chom enni.

An eil kêr vrasañ eo Salalah e sultanelezh Oman, goude ar gêr-benn Masqat, hag an hini vrasañ e proviñs Dhofar. Eus Salalah eo genidik ar sultan Qabus ibn Said a zo e penn ar vro bremañ.

E-pad an hañv e vez goloet an oabl, gant koumoul degaset gant ar monson, ha klouaroc'h an amzer, daoust ma ne vez ket kalz a c'hlav. Gant an hin-se e c'haller gounit legumaj ha frouezh er c'horn-bro.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.