Mont d’an endalc’had

Saint Anne (Aldernez)

Eus Wikipedia
Saint Anne.

St Anne pe Saint Anne eo kêr-benn Aldernez, unan eus an Inizi angl-ha-norman, stag ouzh Gwernenez.

2 000 a dud zo enni o chom, diwar an 2 400 zo en enez. War an uhel emañ, stok ouzh porzh Braye, hag ur 15 km zo eus an enez da Auderville, e Bro-C'hall, en aod ledenez Cotentin hag etrezo emañ tremen an Déroute.

Un iliz zo, dediet da santez Anna, savet en XIXvet kantved gant an tisavour George Gilbert Scott.