Sachsen-Saalfeld
Neuz
Dugelezh Sachsen-Saalfeld zo un dugelezh alaman hag a badas pemp bloaz ha hanter-kant, etre 1680 ha 1735.
Pa varvas priñs diwezhañ Sachsen-Coburg en 1699 e c'houlennas Johann Ernst, kentañ dug Sachsen-Saalfeld, digant an Impalaer Santel, e vije roet an dugelezh-se dezhañ. Mervel a reas a-raok avat, rak n'eo nemet e 1735 e voe roet e c'houlenn d'e vab Christian Ernst. Diwar neuze e voent duged Sachsen-Cobourg-Saalfeld.
Sachsen-Cobourg-Saalfeld avat ne voe ket anezhi ken adalek 1825: abalamour ma oa marvet an diwezhañ dug eus Sachsen-Gotha, e voe roet Gotha da Ernst III (Sachsen-Coburg-Saalfeld) hag a rankas reiñ Saalfeld da Sachsen-Meiningen. Neuze e teuas da vout Ernst Iañ von Sachsen-Coburg- Gotha.
Duged
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1680–1729 Johann Ernst, mab da Ernst I von Sachsen-Gotha-Altenburg
- 1729–1745 Christian Ernst,
- 1729–1764 Franz Josias,
- 1764–1800 Ernst Friedrich,
- 1800–1806 Franz Friedrich Anton,
- 1806–1826 Ernst Anton Karl Ludwig, mab da Franz Friedrich Anton (anavezet evel Ernst Iañ, Dug Sachsen-Coburg-Gotha adalek 1826, marv e 1844)