Sac'h paper

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur c'hazh en ur sac'h paper.
Sac'h paper eus ur stal-vras e Kanada.
Ur sac'had glaou-koad, e paper.

Ur sac'h paper zo ur sac'h graet gant paper da zougen traoù ha n'int ket re bonner.

E stalioù zo, pa ne vez ket graet gant seier plastik, e c'haller bezañ servijet gant seier paper.

E SUA e vez graet gant seier paper muioc'h eget en Europa, eget e Spagn pe Bro-C'hall bepred. E Breizh e c'haller kaout seier paper e-lec'h seier plastik er stalioù bihan ma vez gwerzhet frouezh, bara, dilhad, botoù. E ti ar gigerien pe gant marc'hadourien pesked e vez roet seier plastik peurvuiañ, hag er stalioù bras ivez.

Adimplij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adimplij ar seier paper a c'haller, kontrol d'ar seier plastik. Alies e vez graet ar seier paper gant paper adimplijet.


Seier paper liesseurt : e stumm ur pikern (rollet, peget), sac'h paper plat, sac'h paper pleget e stumm ur groaz, Klotzboden-Beutel