Ruth Muskrat Bronson

Eus Wikipedia
Ruth Muskrat e 1923

Ruth Muskrat Bronson, ganet d'an 3 a viz Here 1897 ha marvet d'an 12 a viz Even 1982, a oa ur varzhez, kelennerez ha stourmerez Cherokee. Pa voe echuet he skoliata e teuas Ruth Bronson da vezañ ezel eus Burev an Aferioù indian (Bureau of Indian Affairs). Servijet he deus evel sekretourez en National Congress of American Indians, a oa bet savet e 1944, evit krouiñ lezennoù evit an Indianed.