Rupiah Banda

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Rupiah Banda.jpg

Rupiah Bwezani Banda (ganet d'an 13 a viz C'hwevrer 1937) zo ur politikour, bet prezidant Zambia. Kannadour Zambia e voe en Egipt hag er Stadoù-Unanet a-raok bezañ ministr an Aferioù estren e gouarnamant Kenneth Kaunda, prezidant kentañ Zambia. Pa voe paket ar prezidant Levy Mwanawasa e miz Even 2008 gant ur GGE e voe lakaet Banda da brezidant en etrekarg. Ar maout a yeas gantañ en dilennadeg aozet e miz Here ha pevare prezidant Zambia e teuas da vezañ d'an 2 a viz Du 2008, evit 3 bloaz, da lâret eo evit mont betek an termen lakaet da brezidantelezh Mwanawasa.

E dilennadeg miz Gwengolo 2011 e lakaas e anv en-dro, enebet dreist-holl ouzh Michael Sata. Barradoù feulster a voe e lec'hioù 'zo eus Zambia (Kitwe, Ndola...) abalamour d'an dale en embann an disoc'hoù ha d'an diskred e reizhder an dilennadeg [1]. Koll a reas Banda gant 36% eus ar mouezhioù ha dilennet e voe Sata gant 43% anezhe.

Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1], France 24