Rufus McCain

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Rufus Roy McCain, ganet d'ar 7 a viz Gouhere 1903 ha marvet d'an 3 a viz Kerzu 1940, a oa ur prizoniad e toull-bac'h Alcatraz. Klasket en doa tec'hout diouzh an toull-bac'h gant Henri Young hag Arthur Barker e 1939.

Tec'hadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da noz an 13 a viz Genver 1939, McCain, gant Young ha Barker, o devoa klasket tec'hout diouzh an enezenn lesanvet "the Rock". Ar warded o devoa tennet war Arthur Barker. Barker a vefe marvet ha McCain ha Young a oa bet adpaket. McCain ha Young a voe kondaonet da 22 viz toull evit pep hini da chom e-unan.

Goude ma vefe distroet Young ha McCain gant ar peurrest eus ar brizonidi, McCain a oa bet lakaet da labourat er stal kemener ha Young er stal arrebeuri dres dindan. D'an 3 a viz Kerzu 1940, Young en devoa gortozet dres goude 10 eur noz evit redek betek McCain ha toullgofañ anezhañ gant ul loa kemmet e kontell [1].

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

McCain a zo marvet pemp eurvezh goude-se. Biken ne voe displeget perak e oa bet Young o lazhañ McCain. Beziet eo bet er Philadelphia Cemetery, McCurtain County, Oklahoma, SUA[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Rufus Roy McCain war Find a grave
    1. https://www.alcatrazhistory.com/hyoung.htm
    2. https://www.findagrave.com/memorial/14191629/rufus-roy-mccain