Rozalia Lubomirska
Rozalia Lubomirska, ganet e Černobyl' e 1768, marvet e Pariz e 1794, zo ur briñsez polonat, dibennet e-pad an Dispac'h gall.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Rozalia Chodkiewicz e Černobyl'. Merc'h e oa da Jan Mikołaj Chodkiewicz ha Maria Ludwika Rzewuska, a oa merc'h d'an hetmanha skrivagner Wacław Rzewuski.
E 1787, da 19 vloaz, e timezas d'an dug ( Książę) Aleksander Lubomirski. Ur verc'h he doe, bloaz goude, anvet Aleksandra.
Brudet e oa he c'hoantiz, he spered, hag he gwalleurioù.
Gant he merc'h ez eas Rozalia da chom da Vro-C'hall e deroù an Dispac'h gall, ha meur a zarempred romantel he doe. Er bloavezhioù-se eo e voe livet poltred Anna Rajecka, Plac'h ar Goulmig, graet da vrudañ he gwerc'hded ha dinammded, a-enep d'ar gwalldeodadoù diwar he fenn[1].
Distreiñ a reas da Varsovia da gemer perzh en Dispac'h eno.
E 1792 e oa o veajiñ e Suis. Chom a sav a reas e Lausanne. Bec'h he doe eno gant ar baron Eslach. Distreiñ a reas da Bariz pa oa an Dispac'h gall en e washañ. Harzet e voe, tamallet dezhi iriennañ a-enep an Dispac'h ha kenlabourat gant ar rouaned estren. Dibennet e voe.
Goude he marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude marv Rozalia e voe dieubet he merc'h, Aleksandra Lubomirska, ha fiziet en Izabella Leżeńska.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe he marv ez eus bet savet meur a vojenn diwar he fenn. Gwelet e vez an tasmant anezhi er palez Lubomirski, en Opole Lubelskie. Lavarout a ra ar skrivagner Adolf Dygasiński bezañ gwelet anezhañ.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hélène Tulard, Une victime de la Terreur, la princesse Lubomirska, Vigilat, 1956, 5vet bloavezh, niverenn 17, pajennoù 4-7.
- Maria Bogucka: Women in Early Modern Polish Society, Against the European Background. Ashgate Publishing, Ltd., 2004, ISBN 0754632415 (S. 173)