Rouantelezh Holland
Neuz
(Adkaset eus Roue Holland)
Rouantelezh Holland a voe krouet d'ar 5 a viz Mezheven 1806 gant an impalaer gall Napoleon Iañ, pa fellas dezhañ lakaat ur roue er vro e-lec'h ar Republik Batav ha reiñ ar garg d'e vreur Luigi Buonaparte, a voe lakaet da roue hag anvet Lodewijk Iañ. Kemeret e voe anv ur broviñs, Holland, da envel an Izelvroioù penn-da-benn.
Ar roue Louis Iañ a voe distroadet gant e vreur impalaer, drouklaouen gant e emzalc'h, e 1810. Aloubet e voe ar rouantelezh ha staget ar vro ouzh an "Impalaeriezh C'hall Kentañ".
Rouaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1806-1810: Lodewijk Iañ
- 1810: Lodewijk II, d'e c'hwec'h vloaz, e-pad an dek devezh a voe war-lerc'h diroueadenn e dad hag aloubidigezh ar C'hallaoued.