Rouantelezhioù Ankouaet

Eus Wikipedia

Ar Rouantelezhioù Ankouaet (e saozneg The Forgotten Realms, e galleg Les Royaumes Oubliés) a zo ur bed faltazi evit ar c'hoari-roll Kevioù hag erevent. Meur a levr reolennoù hag a romantoù a zo deuet er-maez evit deskrivañ ar Rouantelezhioù Ankouaet. Deuet eo da vezañ ar bed faltazi ar muiañ diorroet er bed. Ur bed klasel a-walc'h eo gant elfed, tud, korrien, orked, ramzed hag erevent. da gentañ penn eo bet krouet ar Rouantelezhioù Ankouaet gant Ed Greenwood evit e vignoned. Degemeret eo bet evel unan eus bedoù ofisiel Kevioù hag erevent ha kalz tud o deus kenlabouret evit diorren anezhañ.

Aet eo kalz war-raok gant embannadur diwezhañ ar c'hoari (Kevioù hag Erevent, pevare embannadur, 2008).