Rouantelezh Westfalen
Rouantelezh Westfalen zo ur rouantelezh istorel a zo bet anezhi e-pad 6 vloaz, etre 1807 ha 1813 en Alamagn. Dizalc'h e oa en-ofisiel, met dindan dalc'h Bro-C'hall e oa e gwirionez, hag ar roue e oa Jérôme Bonaparte, breur an impalaer gall Napoleone Buonaparte, ha savet e oa ar vro evitañ. Anvet e oa war-lerc'h Westfalen met ne oa ket kalz douaroù boutin etre ar rannvro orin hag ar rouantelezh e gwirionez.
Krouet e oa bet Rouantelezh Westfalen e 1807 gant douaroù tennet digant rouantelezh Prusia war-lerc'h Peoc'h Tilsit. En o zouez
- dugelezh Magdeburg
- Hannover,
- dugelezh Braunschweig-Lüneburg
- Hessen.
E Kassel edo ar gêrbenn, hag e palez Wilhelmshöhe edo lez ar roue, adanvet Napoleonshöhe. Edo ar rouantelezh ivez e-barzh Kengevread ar Roen.
Ur stad-skouer hervez an doare napoleonek e oa: ur vonreizh skrivet a oa, un nebeud kemmoù kevredigezhel a oa bet graet, distroadet ar servelezh, roet ar gwir da ren embregerezhioù, ha lezennaoueg Napoleon. Lakaet e oa bet ar sistem metrek da dalvout evit ar pouezioù ha muzulioù. Evit ar gwir da gomz a oa troc'het berr.
Kentañ kefridi ar rouantelezh e oa pourchas soudarded d'an impalaer gall ha degas arc'hant d'ober brezel. Kalz Westfaleniz a varvas er brezel a-enep Rusia e 1812. Harozel e voe emzalc'h ar Warded Westfalenat en emgann Borodino.
E miz Gwengolo 1813 e voe kemeret kêr Kassel gant Kozaked rus war-lerc'h dezho faezhañ an arme c'hall. A-benn ar 1añ a viz Here e oa ar rouantelezh a-bezh e-dalc'h ar Gozaked, met tri deiz war-lerc'h setu distro Girolamo gant soudarded c'hall, ha kemeret Kassel ganto.