Rouantelezh Araokania ha Patagonia
Neuz
Rouantelezh Araokania ha Patagonia zo ur rouantelezh zo bet klasket sevel e Patagonia e dibenn an XIXvet kantved gant un anvanturour gall, Antoine de Tounens, harped gant pennoù ar bobl Mapuche, er su d'ar stêr Biobío, e douaroù a zo da Chile hag Arc'hantina hiriv. Perquenco e oa ar gêr-benn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Araokaned, pe Mapuched,a oa ur bobl a veve diwar labour an douar hag ar sevel loened. Stourmed o devoa ouzh an Inkaed ha goude ouzh ar Spagnoled. Derc'hel penn a raent ouzh gouarnamant Chili a deuas a-benn d'o dastum e mirvaoù goude mareadoù « peoc'helaat Araokania » kaset en 1880. Hiziv e vije 600 000 Mapuche e Chile ha 300 000 en Arc'hantina.