Mont d’an endalc’had

Rotes Rathaus

Eus Wikipedia
Rotes Rathaus

Rotes Rathaus (ti-kêr ruz), a zo ti-kêr Berlin. Sez ar maer-gouarnour eo ha hini sened Berlin eo ivez. Savet eo war Rathausstraße, e karter Mitte. Anvet eo evel-se abalamour da liv an danvez (brik) bet implijet evit e sevel.

Savet eo bet etre 1861 ha 1869 gant ar savour Hermann Friedrich Wäsemann, diwar skouer savadurioù doare azginivelezh italian (gwelout Ferrare ha Bolonia). An tour-ged a zo diazezet war skouer iliz-veur Itron Varia Laon (Bro-C’hall). Savet eo bet en ul lec’h bet stag a-viskoazh ouzh ensavadurioù kêr Berlin. E 1879 e voe bet ouzhpennet ur c’houriblenn, warni tud ha darvoudoù stag ouzh istor Berlin, hag ivez ouzh emdroadur ar gêr a-fet skiantoù hag armerzh. An delwennoù a zo er porzh a zo bet ouzhpennet e 1958. Savet int bet gant Fritz Kremer, aroueziñ a reont pobl Berlin oc’h adsevel ar gêr.

Rotes Rathaus e-pad Gouel ar Gouleier 2007


Pa oa rannet Berlin e oa ti-kêr Berlin ar Reter. Ti-kêr Berlin ar C’hornôg a oa e karter Schöneberg (Rathaus Schöneberg). Deuet eo ar Rotes Rathaus da vezañ ti-kêr Berlin e he fezh abaoe unvanidigezh 1991.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.