Rosalinda
Neuz
(Adkaset eus Rosalinde)
Rosalinda zo un anv-badez italianek ha spagnolek, a vije a orin germanek, hag a vez roet d'ar merc'hed.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus an anv germanek Roslindis, diwar hroth, klod, ha linta, skoed koad-tilh, komprenet evel skoed klodus.
Alies e kreder e teu eus an daou anv-badez
Rosa ha Linda.
Eilstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rosolinda, Linda, evit ar merc'hed.
- Rosalindo, Rosolindo, evit ar baotred
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rozalinda, en hungareg ha poloneg
- Rosalinde e galleg hag en alamaneg
- Rosalind e saozneg
Santez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Santez Rosalinda, a vije bet ul leanez alaman, met n'eus roud asur ebet anezhi, daoust da se e vez lidet d'an 12 a viz Kerzu.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rosalinde Bonnet (1978-), tresourez c'hall
- Rosalinda Celentano, aktourez italian, merc'h d'ar c'haner Adriano Celentano.
- Rosalinda von Ossietzky-Palm, peoc'helourez alaman.
Skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rosalinda (telenovela), un telenovela mec'hikan, gant Thalía
- Rosalinda (filmoù skinwel filipinezat), un heuliad filmoù skinwel filipinezat savet diwar an telenovela mec'hikan
- Rosalinda (kan), ur ganaouenn gant Thalía en hec'h albom Arrasando.