Rosa Cedrón

Eus Wikipedia
Rosa Cedrón e 2012

Rosa Cedrón, ganet d'ar 25 a viz Here 1972 e Monforte de Lemos, zo ur ganerez ha gourrebedourez c'halizat.

Etre 1997 ha 2005 e kane gant al laz sonerien Luar na Lubre. Kemeret e voe he lec'h neuze gant ar ganerez portugalat Sara Louraço Vidal. Kanet he deus gant Mike Oldfield ha klevet e vez en e albom Tubular Bells III.

Kanañ a ra hec'h-unan bremañ.

Pladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 2007 he deus graet he fladenn gentañ hec'h-unan Entre dous mares, warni ar pezhioù-mañ:

  1. "Soledad"
  2. "Como soños de nacre"
  3. "Miña nai Lúa"
  4. "Romance de Mirabella"
  5. "O valse da tola"
  6. "Se nos deixan"
  7. "Máis amor"
  8. "Heicho de mar"
  9. "O meu neno"
  10. "Arde el mar"
  11. "Macedonia"
  12. "Tus sueños"

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]