Rootkit

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Rootkit
Doare programm Rootkit
Pal Mestroniañ un urzhiataer doare diaotre

Furchal un urzhiataer
Laerezh titouroù

Distagadur
Distagadur Rootkit e Saozneg hag Amerikaneg

Ur rootkit, berraet a-wechoù e kit a vez graet eus un hollad teknikoù implijet gant ur programm pe meur a hini evit dont a-benn da gaout un hent padus etrezek un urzhiatar. Dre-vras ez eo un hent kuzh hag hep aotre.

Ar pal n'eo ket dre ret distrujañ ar programmoù pe an urzhiataer met gellet tennañ gounid eus an hent kuzh evit furchal, laerezh titouroù.

An termenadur rootkit a servij da anav pe an teknik evit dont a-benn d'en em guzhañ en un urzhiataer pe an hollad teknikoù (programmoù...) evit dont a-benn da dizhout ar pal-se.

Evit enaouer ar rootkit ar pal a zo pe da gavout an tu da implij nerzh un urzhiataer pe meur a hini taget (ar c'hennaskoù rouedad, nerzh ar prosesor...). A-wechom e vez implijet ar gouzañver evit mont da dagañ reoù all. A-wechoù c'hoazh ar pal a zo spiañ, mont etrezek an titouroù war an urzhiataer pe o tremen dre an urzhiataer taget.

Ur Botnet a c'hell boulc'hañ un hent war-zu kantadoù a urzhiataerezhioù

Anterinded un urzhiataer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar programm Rkhunter a servij da vunudañ holl restroù an urzhiataer a-benn kavout roudoù ur rootkit

Evit stourm a-enep an tagadennoù doare rootkit ez eus bet krouet programmoù arbenikaet war ar munudañ holl restroù un urzhiataer a-benn kavout roudoù un dagadenn ha stoufañ an hentoù-argad.

Pennadoù karr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]