Ron Leshem
Ron Leshem | |
---|---|
![]() Ron Leshem | |
Anv ofisiel | רון לשם |
Ganedigezh | 20 a viz Kerzu 1976 |
Yezh skrivañ | hebraeg |
Enorioù | Priz Sapir (lennegezh) 2006 |
Oberennoù pennañ | |
Beaufort | |
kemmañ ![]() |
Ron Leshem (hebraeg: רון לשם) a zo ur skrivagner eus Israel. Ganet eo bet d'an 20 a viz Kerzu 1976. E bed ar media e labour ivez : e karg eus programmoù eil chadenn skinwel Israel emañ. Bet eo kazetenner evit ar gelaouenn Yedioth Ahronoth (1998-2002) hag ivez Maariv (2002-2006). Brudet eo evit bezañ skrivet ur romant anvet Beaufort (2005, titl orin : Ma'z eus ur baradoz). Gant al levr-se e c'hounezas priz Sapir al lennegezh e 2006, ha priz Yitzhak Sadeh. Dont a reas Beaufort da vezañ ur film e 2007.