Mont d’an endalc’had

Roger Miller

Eus Wikipedia
Roger Miller
Roger Miller
Roger Miller e 1975
Anv badez Roger Dean Miller
Lesanvioù The Wild Child
Deiziad ganedigezh 2 a viz Genver 1936
Aet da anaon 25 a viz Here 1992 (56 vloaz)

Los Angeles, California, Stadoù-Unanet

Lec'h ganedigezh Fort Worth, Texas, Stadoù-Unanet
Bro Stadoù-Unanet
Micherioù Kaner

Skrivagner kanaouennoù

Doare sonerezh Country
Bloavezhioù arz 1957-1992
Lec'hienn internet www.rogermiller.com


Roger Miller ganet d'an 2 a viz Genver 1936 hag aet da anaon d'ar 25 a viz Here 1992 a oa ur c'haner country stadunanat. Brudet eo bet gant ar c'hanaouennoù "King of the Road", "Dang Me" hag "England Swings", war-dro 1965[1]. Darn eus e ganaouennoù zo bet lakaet e galleg, evel Old Toy Trains gant Graeme Allwright,a zo bet lakaet e brezhoneg ivez.

Buhez Roger Miller

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet ez eo bet gant Mary Arnold (14 a viz Gouhere 1978 - 25 a viz Here 1992)[2]

Roger Miller a zo aet da anaon d'ar 25 a viz Here 1992 e Los Angeles, gant krign-bev ar gouzoug, d'an oad a 56 vloaz nebeut amzer goude ma oa bet kavet un torzhell dres dindan e gordenn-vouezh[3].

Holl wirioù e oberennoù a zo e dalc'h e wreg Mary Arnold. 7 bugel en doa bet ha 7 bugel-bihan.

Komzioù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "The human mind is a wonderful thing, it starts working from before you're born and doesn't stop till you sit down to write a song." (Brezhoneg: "Spered an Den a zo estlammus, kregiñ a ra gant labourat a-raok ma vefer ganet ha ne baouez ket betek ma azezfec'h evit skrivañ ur ganaouenn")
  • "If I had my life to live over...I wouldn't have time."

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]