Rodrigo de Triana
Rodrigo de Triana, pe Juan Rodríguez Bermejo (Lepe, 1469 – Molucche, 1535) a oa ur martolod spagnol hag a gemeras perzh e beaj kentañ Kristof Kolomb da Amerika, hag an hini kentañ a welas douar ar Bed Nevez diwar beg gwern al lestr La Pinta, d'an 12 a viz Here 1492.
Lec'h ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tabut zo diwar-benn lec'h ganedigezh Rodrigo de Triana, ha meur a vartezeadenn zo.
Lepe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E levr-bourzh Kolomb ez eus anv eus ur martolod a welas an douar d'an 2 diouzh ar mintin; pelloc'h e ro anv Rodrigo de Triana.
Hervez Gonzalo Fernández de Oviedo, en Historia general y natural de las Indias, e 1535, e c'hallfe ar martolod Rodrigo-se dont eus Lepe e Proviñs Huelva.
E levrenn gentañ an La historia de las Indias y conquista de México (kemmañ a ra anv an oberenn hervez an embannadur), embannet en 1552 ha skrivet gant Francisco López de Gómara, er pennad XVI, anvet El descubrimiento de las Indias que hizo Cristóbal Colón, e lenner e voe gwelet gouloù gant ur martolod eus Lepe. Ha d'an 11 a viz Here eo Rodrigo de Triana a huchas "Tierra, tierra". Hag an douar-se a oa Guanahaní, unan eus an inizi Lucayas, entre Florida ha Cuba, ma tiskennas Kolomb.
Triana
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur vartezeadenn all e vije ganet en Triana, ur c'harter eus Sevilla, ma en doa tremenet e vuhez a-raok lestrañ gant Kolomb ha sevel an eor en Puerto de Palos, en Palos de la Frontera, e proviñs Huelva.
Beaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Martolod e oa war La Pinta e 1492 dindan Martín Alonso Pinzón. Gantañ e voe gwelet an douar d'an 12 a viz Here da 2 eur beure. Kolomb en devoa prometet un toullad miliadoù a varavedioù met ne roas gwenneg ebet da Rodrigo peogwir, emezañ, eo gantañ e oa bet gwelet an douar da gentañ.
Goude Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1507 e teuas Rodrigo da vout kabiten ha mont a reas betek ar Molukez en 1525 gant García Jofre de Loaísa. Abaoe 1898 emañ e anv war ur straed e Triana hag en 1973, e voe savet un delwenn dezhañ. E Lepe ivez emañ e anv war ur straed hag ur skolaj.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- FERNÁNDEZ DE CASTILLEJO, Federico (1945). Rodrigo de Triana. Buenos Aires (Argentina). Editorial: Clydoc
- ALONSO, Juan Ramón (2006). Rodrigo de Triana. Zaragoza. Editorial: Luis Vives. (ISBN 84-263-5896-9)