Rocinante

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Don Quijotte war e varc'h Rocinante, livet gant Honoré Daumier.
Rocinante kouezhet d'an douar, en abadenn ar milinoù-avel. Skeudenn gant Gustave Doré.

Rocinante eo anv marc'h Don Quijote e romant Miguel de Cervantes. Ur marc'h kalloc'h eo, ha n'eo ket ur gazeg, treut evel ur valuc'henn.

Rocín a o un anv roet d'ur marc'h a ouenn fall, ha d'un den dizesk. kar eo d'ar ger portugalek Rossim. E galleg e vez graet roussin pe rosse eus al loen ivez gant ar ster-se.

Rocinante, er Monumant da Miguel de Cervantes e Madrid (L. Coullaut, 1930).

Koulskoude, a-raok bezañ ur sac'h eskern ha netra ken, e oa ul loen a oa " gwelloc'h marc'h eget Babieca ar Cid ha Bucéfalo Alesant Veur", eme e berc'henn.

Deskrivet eo er pennad kentañ penaos eo bet choazet anv ar marc'h gant aked, o tremen pevar deiz war ar poent-se.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rocinante ha Clarín zo daou varc'h er romant "Yo-Yo Boing!" gant ar skrivagnerez puertorikoat Giannina Braschi e 1998.